Text copied!
Bibles in Breton

Jean 6:52-65 in Breton

Help us?

Jean 6:52-65 in an Bibl

52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
53 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ.
55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
57 Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
58 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
59 Jezuz a lavaras an traoù-mañ, o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?
61 Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien a gement-se, a lavaras dezho: Skouer fall a gemerit a gement-se?
62 Petra eta e vo, mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
63 Ar spered eo a vuhezeka; ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
64 Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.
65 Hag e lavare: Abalamour da gement-se eo, em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
Jean 6 in an Bibl