Text copied!
Bibles in Breton

Jean 6:26-45 in Breton

Help us?

Jean 6:26-45 in an Bibl

26 Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi am c'hlaske, neket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù, met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
27 Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell.
28 Lavarout a rejont eta dezhañ: Petra a raimp evit labourat da oberoù Doue?
29 Jezuz a respontas dezho: Hemañ eo ober Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta, evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt labour a rez?
31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
32 Ha Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir vara an neñv.
33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv, hag a ro ar vuhez d'ar bed.
34 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
35 Ha Jezuz a respontas dezho: Me eo ar bara a vuhez; an hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
36 Met e lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon, ha ne gredit ket.
37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.
38 Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re a zo bet roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv en deiz diwezhañ.
40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.
41 Ar Yuzevien a c'hrozmole eta a-enep dezhañ, abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
43 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.
45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ, a zeu da'm c'havout.
Jean 6 in an Bibl