Text copied!
Bibles in Breton

Jean 6:15-54 in Breton

Help us?

Jean 6:15-54 in an Bibl

15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,
17 hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
19 Ha, p'o devoa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag; hag o devoe aon.
20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon.
21 Degemer a rejont anezhañ eta gant joa er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
22 An deiz war-lerc'h, ar bobl, hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan;
23 koulskoude bagoù all a oa erruet eus Tiberiaz, tost ouzh al lec'h m'o devoa debret ar bara, goude m'en devoe Jezuz trugarekaet.
24 Pa welas eta ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
25 Hag o vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
26 Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi am c'hlaske, neket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù, met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
27 Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell.
28 Lavarout a rejont eta dezhañ: Petra a raimp evit labourat da oberoù Doue?
29 Jezuz a respontas dezho: Hemañ eo ober Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta, evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt labour a rez?
31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
32 Ha Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir vara an neñv.
33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv, hag a ro ar vuhez d'ar bed.
34 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
35 Ha Jezuz a respontas dezho: Me eo ar bara a vuhez; an hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
36 Met e lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon, ha ne gredit ket.
37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.
38 Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re a zo bet roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv en deiz diwezhañ.
40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.
41 Ar Yuzevien a c'hrozmole eta a-enep dezhañ, abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
43 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.
45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ, a zeu da'm c'havout.
46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad; nemet an hini a zeu eus Doue, hennezh nemetken en deus gwelet an Tad.
47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h: An hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
48 Me eo ar bara a vuhez.
49 Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hag int a zo marv.
50 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv; mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed.
52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
53 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ.
Jean 6 in an Bibl