Text copied!
Bibles in Breton

Jean 6:13-19 in Breton

Help us?

Jean 6:13-19 in an Bibl

13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù eus ar pemp bara heiz, chomet a zilerc'h gant ar re o devoa debret.
14 An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,
17 hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
19 Ha, p'o devoa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag; hag o devoe aon.
Jean 6 in an Bibl