Text copied!
Bibles in Breton

Jean 4:37-49 in Breton

Help us?

Jean 4:37-49 in an Bibl

37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder.
38 Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reoù all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour.
39 Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ, abalamour da gomz ar wreg; roet he devoa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
40 Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto; hag e chomas daou zevezh eno.
41 Hag un niver brasoc'h a gredas abalamour d'e gelennadurezh.
42 Hag e lavarent d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan, hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist.
43 Daou zevezh goude, ez eas kuit ac'hano, evit mont e Galilea,
44 rak Jezuz e-unan en devoa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro.
45 Pa oa erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o devoa gwelet kement en devoa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.
46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
47 An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
48 Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket.
49 An Aotrou-mañ a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel.
Jean 4 in an Bibl