Text copied!
Bibles in Breton

Jean 4:30-37 in Breton

Help us?

Jean 4:30-37 in an Bibl

30 Mont a rejont eta eus kêr, hag ez ejont d'e gavout.
31 Koulskoude, e ziskibien a bede anezhañ, o lavarout: Mestr, debr.
32 Met eñ a lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket.
33 An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.
35 Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.
36 An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder.
Jean 4 in an Bibl