Text copied!
Bibles in Breton

Jean 3:7-30 in Breton

Help us?

Jean 3:7-30 in an Bibl

7 Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez.
8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober?
10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?
11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni.
12 Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?
13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
15 evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met ma en devo ar vuhez peurbadus.
16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.
19 Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
21 Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue.
22 Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze.
23 Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet,
24 rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.
25 Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh.
26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.
27 Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv.
28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo.
30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat.
Jean 3 in an Bibl