Text copied!
Bibles in Breton

Jean 3:3-18 in Breton

Help us?

Jean 3:3-18 in an Bibl

3 Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.
4 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag eñ a c'hell distreiñ e kof e vamm, ha bezañ ganet un eil gwech?
5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.
6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered.
7 Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez.
8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober?
10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?
11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni.
12 Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?
13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
15 evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met ma en devo ar vuhez peurbadus.
16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.
Jean 3 in an Bibl