Text copied!
Bibles in Breton

Jean 20:3-9 in Breton

Help us?

Jean 20:3-9 in an Bibl

3 Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez.
4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez.
5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh.
6 Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar,
7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du.
8 An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas.
9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv.
Jean 20 in an Bibl