Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 1

Jean 1:14-25

Help us?
Click on verse(s) to share them!
14Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.
15Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.
16Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras.
17Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
18Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.
19Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te?
20Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist.
21Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
22Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?
23Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.
24Ar re a oa bet kaset a oa farizianed.
25Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?

Read Jean 1Jean 1
Compare Jean 1:14-25Jean 1:14-25