Text copied!
Bibles in Breton

Jean 19:29-32 in Breton

Help us?

Jean 19:29-32 in an Bibl

29 Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr, hag o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henou.
30 P'en devoa Jezuz kemeret ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo pep tra! Hag, o vezañ pleget e benn, e roas ar spered.
31 Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane.
32 Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
Jean 19 in an Bibl