Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 5

Marc 5:9-27

Help us?
Click on verse(s) to share them!
9Ha Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp.
10Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
11Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
12Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.
13Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.
14Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet;
15dont a rejont da gavout Jezuz, hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat; hag o devoe aon.
16Ar re o devoa gwelet-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaoul, ha gant ar moc'h.
17Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro.
18Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul en pedas d'e lezel da vont gantañ.
19Met Jezuz n'en lezas ket, hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit, ha penaos en deus bet truez ouzhit.
20Eñ a yeas kuit, hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en devoa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.
21Jezuz o vezañ, dre ar vag, tremenet en tu all, ul lod bras a bobl en em zastumas en-dro dezhañ; tost d'ar mor e oa.
22Unan a vestroù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid,
23hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.
24Ha Jezuz a yeas gantañ; ur bobl vras a yeas war e lerc'h, hag a waske anezhañ.
25Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ;
26gouzañvet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vadoù hep bezañ bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat;
27o vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar vandenn dre ziadreñv, hag e stokas ouzh e zilhad.

Read Marc 5Marc 5
Compare Marc 5:9-27Marc 5:9-27