Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 9

Luc 9:33-54

Help us?
Click on verse(s) to share them!
33Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.
34Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn d'o golo; hag evel ma c'holoe anezho, ar spont a grogas en diskibien.
35Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
36Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet.
37An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas a-raok Jezuz.
38Un den, a-douez an dud-se, a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va mab nemetañ eo.
39Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
40Hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.
41Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
42Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.
43Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
44Evidoc'h-hu, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud.
45Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.
46Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
47Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen,
48hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
49Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp.
50Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
51Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
52Kas a reas tud a-raok dezhañ; o vezañ aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
53Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
54Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ evel ma reas Elia.

Read Luc 9Luc 9
Compare Luc 9:33-54Luc 9:33-54