Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 9

Luc 9:27-36

Help us?
Click on verse(s) to share them!
27Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.
28War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ.
29E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare, hag e zilhad a zeuas gwenn ha lugernus evel al luc'hed.
30Ha setu daou zen a gomze gantañ; Moizez hag Elia e oant;
31en em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e varv, a zlee bezañ graet e Jeruzalem.
32Pêr hag ar re a oa gantañ o devoa kement a c'hoant kousket; pa zihunjont, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ.
33Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.
34Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn d'o golo; hag evel ma c'holoe anezho, ar spont a grogas en diskibien.
35Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
36Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet.

Read Luc 9Luc 9
Compare Luc 9:27-36Luc 9:27-36