Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 8

Luc 8:39-54

Help us?
Click on verse(s) to share them!
39Distro da'z ti, ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas eta kuit, oc'h embann dre holl gêr kement en devoa Jezuz graet en e geñver.
40Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras, rak an holl a c'hortoze anezhañ.
41Ha setu, un den anvet Jairuz, hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas, hag oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,
42rak en devoa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro, hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae Jezuz di, e oa gwasket gant ar bobl.
43Neuze ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, hag he devoa dispignet he holl vadoù gant medisined, hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet,
44a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad; raktal he diwadañ a baouezas.
45Ha Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
46Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin, rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon.
47Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ holl, hag oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he devoa stoket outañ, ha penaos e oa bet yac'haet kerkent.
48Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h.
49Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na skuizh ket ar Mestr.
50Met Jezuz, o vezañ e glevet, a lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken, hag hi a vo yac'haet.
51Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Yann ha Jakez, ha tad ha mamm ar plac'hig.
52An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra.
53Hag int a rae goap outañ, oc'h anavezout e oa marv.
54Met, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn, hag e krias: Bugel, sav!

Read Luc 8Luc 8
Compare Luc 8:39-54Luc 8:39-54