Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 3

Luc 3:3-36

Help us?
Click on verse(s) to share them!
3Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,
4evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù.
5Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet;
6ha pep kig a welo silvidigezh Doue.
7Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?
8Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
9Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
10Neuze ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta?
11Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket.
12Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp?
13Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.
14Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.
15Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
16Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
17E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
18Eñ a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel.
19Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet,
20a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.
21Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras,
22hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
23Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa, evel ma kreded, mab da Jozef, mab Heli,
24mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef,
25mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahum, mab Esli, mab Naggai,
26mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda,
27mab Joanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri,
28mab Melki, mab Addi, mab Kosam, mab Elmodam, mab Er,
29mab Joze, mab Eliezer, mab Jorim, mab Mazat, mab Levi,
30mab Simeon, mab Juda, mab Jozef, mab Jonam, mab Eliakim,
31mab Melea, mab Mainan, mab Mattaza, mab Natan, mab David,
32mab Jese, mab Obed, mab Booz, mab Salmon, mab Naason,
33mab Aminadab, mab Aram, mab Joram, mab Ezrom, mab Farez, mab Juda,
34mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor,
35mab Seruk, mab mab Ragav, mab Faleg, mab Eber, mab Sala,
36mab Kainam, mab Arpaksad, mab Sem, mab Noe, mab Lamec'h,

Read Luc 3Luc 3
Compare Luc 3:3-36Luc 3:3-36