Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 3

Luc 3:12-28

Help us?
Click on verse(s) to share them!
12Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp?
13Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.
14Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.
15Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
16Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
17E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
18Eñ a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel.
19Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet,
20a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.
21Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras,
22hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
23Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa, evel ma kreded, mab da Jozef, mab Heli,
24mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef,
25mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahum, mab Esli, mab Naggai,
26mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda,
27mab Joanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri,
28mab Melki, mab Addi, mab Kosam, mab Elmodam, mab Er,

Read Luc 3Luc 3
Compare Luc 3:12-28Luc 3:12-28