Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 1

Luc 1:43-71

Help us?
Click on verse(s) to share them!
43A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
44Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.
45Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
46Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
47ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
48abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
49rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel,
50hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
51Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon.
52Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan.
53Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
54Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
55evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken.
56Mari a chomas gant Elizabed war-dro tri miz; neuze e tistroas d'he zi.
57Neuze, amzer Elizabed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab.
58He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
59O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
60Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
61Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se.
62Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
63Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
64Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuliñ Doue.
65O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrude dre holl venezioù Judea.
66An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.
67Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout:
68Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl,
69hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer,
70evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed,
71dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp,

Read Luc 1Luc 1
Compare Luc 1:43-71Luc 1:43-71