Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 18

Luc 18:3-21

Help us?
Click on verse(s) to share them!
3Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour.
4E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den,
5koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn.
6Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se.
7Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver?
8Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
9Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all:
10Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan.
11Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.
12Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.
13Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on!
14Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.
15Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase.
16Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
17Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
18Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
19Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
20Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm.
21Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.

Read Luc 18Luc 18
Compare Luc 18:3-21Luc 18:3-21