Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 9

Jean 9:6-21

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se,
7hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer.
8An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen?
9Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo.
10Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?
11Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
12Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.
13Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.
14Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ.
15Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan.
16Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
17Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo.
18Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.
19Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
20E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall;
21met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.

Read Jean 9Jean 9
Compare Jean 9:6-21Jean 9:6-21