Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 7

Jean 7:5-11

Help us?
Click on verse(s) to share them!
5Rak e vreudeur memes ne gredent ket ennañ.
6Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet.
7Ar bed ne c'hell ket ho kasaat; met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ, penaos eo fall e oberoù.
8Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mañ; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet.
9Hag o vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.
10Met, pa voe aet e vreudeur, e pignas ivez d'ar gouel, neket a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.
11Ar Yuzevien eta a glaske anezhañ e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h emañ?

Read Jean 7Jean 7
Compare Jean 7:5-11Jean 7:5-11