Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 7

Jean 7:30-51

Help us?
Click on verse(s) to share them!
30Klask a raent kregiñ ennañ; met den ne grede lakaat e zorn warnañ, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet.
31Koulskoude, kalz eus ar bobl a gredas ennañ, hag a lavare: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ?
32Ar farizianed, o vezañ klevet ar pezh a lavare ar bobl anezhañ e-kuzh, a gasas, a-unvan gant ar veleien vras, serjanted evit kregiñ ennañ.
33Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;
34klask a reot ac'hanon, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi, ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.
35Ar Yuzevien eta a lavare etrezo: Pelec'h ez aio, na c'hellimp ket kavout anezhañ? Mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed, ha kelenn a raio ar C'hresianed?
36Petra eo ar pezh en deus lavaret: C'hwi am c'hlasko, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?
37An deiz diwezhañ ha brasañ eus ar gouel, Jezuz en em gave eno, hag a grie: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout, ha ra evo.
38An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
39Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.
40Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
41Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?
42Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?
43Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.
44Hag ur re bennak anezho a c'hoantae kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.
45Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?
46Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.
47Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet?
48Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
49Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn.
50Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:
51Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?

Read Jean 7Jean 7
Compare Jean 7:30-51Jean 7:30-51