Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 7

Jean 7:19-23

Help us?
Click on verse(s) to share them!
19N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ?
20Ar bobl a respontas dezhañ: Un diaoul ac'h eus; piv eo an hini a glask da lazhañ?
21Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, hag oc'h holl souezhet a gement-se.
22Moizez en deus gourc'hemennet deoc'h an amdroc'h (n'eo ket ma teu eus Moizez, met eus an Tadoù), ha c'hwi a amdroc'h un den deiz ar sabad.
23Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?

Read Jean 7Jean 7
Compare Jean 7:19-23Jean 7:19-23