Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 7

Jean 7:11-16

Help us?
Click on verse(s) to share them!
11Ar Yuzevien eta a glaske anezhañ e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h emañ?
12Hag e voe ur brud diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo; ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
13Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.
14War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne.
15Ar Yuzevien a oa souezhet hag a lavare: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar skriturioù, o vezañ n'en deus ket o desket?
16Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset.

Read Jean 7Jean 7
Compare Jean 7:11-16Jean 7:11-16