Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 7

Jean 7:1-6

Help us?
Click on verse(s) to share them!
1Goude an traoù-se, Jezuz a valee dre C'halilea, rak ne felle ket dezhañ chom e Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
2Met, gouel ar Yuzevien, galvet an Teltennoù, a dostae.
3E vreudeur a lavaras dezhañ: Kae ac'han, ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez.
4Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.
5Rak e vreudeur memes ne gredent ket ennañ.
6Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet.

Read Jean 7Jean 7
Compare Jean 7:1-6Jean 7:1-6