Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 6

Jean 6:7-28

Help us?
Click on verse(s) to share them!
7Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
8Unan eus e ziskibien, Andrev, breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
9Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz, ha daou besk; met petra eo kement-se evit kement a dud?
10Koulskoude Jezuz a lavaras: Grit d'an dud azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. Ar wersed eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
11Jezuz a gemeras ar baraoù, hag o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet; en hevelep doare e rojont eus ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
12Goude m'o devoe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
13Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù eus ar pemp bara heiz, chomet a zilerc'h gant ar re o devoa debret.
14An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
15Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
16Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,
17hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
18Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
19Ha, p'o devoa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag; hag o devoe aon.
20Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon.
21Degemer a rejont anezhañ eta gant joa er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
22An deiz war-lerc'h, ar bobl, hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan;
23koulskoude bagoù all a oa erruet eus Tiberiaz, tost ouzh al lec'h m'o devoa debret ar bara, goude m'en devoe Jezuz trugarekaet.
24Pa welas eta ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
25Hag o vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
26Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi am c'hlaske, neket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù, met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
27Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell.
28Lavarout a rejont eta dezhañ: Petra a raimp evit labourat da oberoù Doue?

Read Jean 6Jean 6
Compare Jean 6:7-28Jean 6:7-28