Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 6

Jean 6:60-71

Help us?
Click on verse(s) to share them!
60Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?
61Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien a gement-se, a lavaras dezho: Skouer fall a gemerit a gement-se?
62Petra eta e vo, mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
63Ar spered eo a vuhezeka; ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
64Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.
65Hag e lavare: Abalamour da gement-se eo, em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
66Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken gantañ.
67Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?
68Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzoù ar vuhez peurbadus,
69ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out ar C'hrist, Mab an Doue bev.
70Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.
71Komz a rae diwar-benn Judaz-Iskariod, mab Simon, rak hemañ eo a dlee e werzhañ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.

Read Jean 6Jean 6
Compare Jean 6:60-71Jean 6:60-71