Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 6

Jean 6:50-58

Help us?
Click on verse(s) to share them!
50Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
51Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv; mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed.
52Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
53Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
54An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ.
55Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
56An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
57Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
58Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.

Read Jean 6Jean 6
Compare Jean 6:50-58Jean 6:50-58