Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 6

Jean 6:4-18

Help us?
Click on verse(s) to share them!
4Setu, ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.
5Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?
6Met, eñ a lavare kement-se evit amprouiñ anezhañ, rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.
7Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
8Unan eus e ziskibien, Andrev, breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
9Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz, ha daou besk; met petra eo kement-se evit kement a dud?
10Koulskoude Jezuz a lavaras: Grit d'an dud azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. Ar wersed eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
11Jezuz a gemeras ar baraoù, hag o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet; en hevelep doare e rojont eus ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
12Goude m'o devoe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
13Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù eus ar pemp bara heiz, chomet a zilerc'h gant ar re o devoa debret.
14An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
15Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
16Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,
17hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
18Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.

Read Jean 6Jean 6
Compare Jean 6:4-18Jean 6:4-18