Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 5

Jean 5:35-47

Help us?
Click on verse(s) to share them!
35Yann a oa ar c'houlaouenn a zev, hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h, evit ur pennad, en em laouenaat ouzh e sklêrijenn.
36Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.
37Hag an Tad en deus va c'haset, en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm.
38Hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset deoc'h.
39Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.
40Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez.
41Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud;
42met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan.
43Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezhañ.
44Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
45Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.
46Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn.
47Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?

Read Jean 5Jean 5
Compare Jean 5:35-47Jean 5:35-47