Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 4

Jean 4:9-25

Help us?
Click on verse(s) to share them!
9Ar wreg samaritan a respontas dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samaritanez? (Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.)
10Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, te a c'houlennje da-unan digantañ, hag eñ a roje dit dour bev.
11Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se?
12Brasoc'h out eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?
13Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo c'hoazh sec'hed;
14met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken sec'hed; hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
15Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed, ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
16Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried, ha deus amañ.
17Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet;
18rak pemp pried ac'h eus bet; hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried; gwir ac'h eus lavaret e kement-se.
19Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.
20Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ eo Jeruzalem.
21Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon; an amzer a zeu ma n'azeulor ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.
22C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket; evidomp-ni, ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
23Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma'c'h azeulo ar gwir azeulerien an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se.
24Doue a zo Spered, hag eo ret d'ar re en azeul, e azeuliñ e spered hag e gwirionez.
25Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont; pa vo-eñ deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.

Read Jean 4Jean 4
Compare Jean 4:9-25Jean 4:9-25