Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 4

Jean 4:4-20

Help us?
Click on verse(s) to share them!
4met, ret e oa dezhañ tremen dre Samaria.
5Erruout a reas eta en ur gêr eus Samaria, anvet Sikar, tost d'an douar en devoa Jakob roet d'e vab Jozef.
6Eno e oa puñs Jakob. Jezuz eta, skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs; war-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.
7Ur wreg samaritan o vezañ deuet evit tennañ dour, Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ.
8E ziskibien a oa aet e kêr, evit prenañ boued.
9Ar wreg samaritan a respontas dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samaritanez? (Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.)
10Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, te a c'houlennje da-unan digantañ, hag eñ a roje dit dour bev.
11Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se?
12Brasoc'h out eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?
13Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo c'hoazh sec'hed;
14met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken sec'hed; hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
15Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed, ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
16Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried, ha deus amañ.
17Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet;
18rak pemp pried ac'h eus bet; hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried; gwir ac'h eus lavaret e kement-se.
19Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.
20Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ eo Jeruzalem.

Read Jean 4Jean 4
Compare Jean 4:4-20Jean 4:4-20