Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 4

Jean 4:28-48

Help us?
Click on verse(s) to share them!
28Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr, hag a lavaras d'an dud:
29Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet; ne vefe ket eñ ar C'hrist?
30Mont a rejont eta eus kêr, hag ez ejont d'e gavout.
31Koulskoude, e ziskibien a bede anezhañ, o lavarout: Mestr, debr.
32Met eñ a lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket.
33An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
34Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.
35Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.
36An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
37Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder.
38Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reoù all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour.
39Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ, abalamour da gomz ar wreg; roet he devoa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
40Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto; hag e chomas daou zevezh eno.
41Hag un niver brasoc'h a gredas abalamour d'e gelennadurezh.
42Hag e lavarent d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan, hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist.
43Daou zevezh goude, ez eas kuit ac'hano, evit mont e Galilea,
44rak Jezuz e-unan en devoa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro.
45Pa oa erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o devoa gwelet kement en devoa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.
46Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
47An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
48Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket.

Read Jean 4Jean 4
Compare Jean 4:28-48Jean 4:28-48