Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 4

Jean 4:25-38

Help us?
Click on verse(s) to share them!
25Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont; pa vo-eñ deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.
26Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me, an hini a gomz ouzhit.
27War gement-se, e ziskibien a erruas, hag e oant souezhet dre ma komze gant ur wreg; koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe, perak e komzez ganti?
28Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr, hag a lavaras d'an dud:
29Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet; ne vefe ket eñ ar C'hrist?
30Mont a rejont eta eus kêr, hag ez ejont d'e gavout.
31Koulskoude, e ziskibien a bede anezhañ, o lavarout: Mestr, debr.
32Met eñ a lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket.
33An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
34Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.
35Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.
36An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
37Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder.
38Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reoù all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour.

Read Jean 4Jean 4
Compare Jean 4:25-38Jean 4:25-38