Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 3

Jean 3:24-36

Help us?
Click on verse(s) to share them!
24rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.
25Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh.
26Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.
27Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv.
28C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
29An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo.
30Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat.
31An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl;
32reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni.
33An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion.
34Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
35An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.
36An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

Read Jean 3Jean 3
Compare Jean 3:24-36Jean 3:24-36