Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 3

Jean 3:15-28

Help us?
Click on verse(s) to share them!
15evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met ma en devo ar vuhez peurbadus.
16Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
17Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
18An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.
19Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
20Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
21Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue.
22Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze.
23Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet,
24rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.
25Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh.
26Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.
27Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv.
28C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.

Read Jean 3Jean 3
Compare Jean 3:15-28Jean 3:15-28