Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 1

Jean 1:26-39

Help us?
Click on verse(s) to share them!
26Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ.
27Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, hag a zo dreiston; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
28Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
29An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.
30Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
31Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel.
32Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ.
33Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
34Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
35An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
36hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
37An daou ziskibl, o vezañ e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz.
38Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?
39Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa.

Read Jean 1Jean 1
Compare Jean 1:26-39Jean 1:26-39