Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 19

Jean 19:31-40

Help us?
Click on verse(s) to share them!
31Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane.
32Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
33Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar.
34Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour.
35An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot.
36Ha kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.
37Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
38Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
39Nikodem, an hini, er penn-kentañ, a oa aet en noz da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez.
40Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.

Read Jean 19Jean 19
Compare Jean 19:31-40Jean 19:31-40