Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 19

Jean 19:21-28

Help us?
Click on verse(s) to share them!
21Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
22Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
23Goude m'o devoe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad, hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep hini; kemer a rejont ivez ar sae; met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn, adalek krec'h betek traoñ.
24Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded.
25Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
26Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
27Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
28Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus.

Read Jean 19Jean 19
Compare Jean 19:21-28Jean 19:21-28